Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/47

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


EIL PENNAD
Jezus a zo badeset gant Iann ha tentet goudeze gant an doue-spered (S. Vaze, III, 13-17 ; IV, 1-11 : S. Marc, I, 9-13 ; S. Lucas, III, 21-23 ; IV, 1-13).
————



Hogen, en deveziou ma vadeze Iann ar bobl holl, Jesus a deuas euz Nazareth er Galilee d’ar Jourden, evit beza badezet gantahn. MEs Iann a vire en eur lavaret : « Me a dle beza badezet ganehoc’h, ha c’houi a deu davedon ! » Jezus a respontas d’ezhan : « Gra e giz ma lavaran, rag deread eo e peur-c’hrafemp evelse peb gourc’hemen. » Abalamour m’oa deuet da baea evit pec’hejou an dud, oa deread d’ezhan senti ouz lezen ar binijen. Neuze Iann ne enebas mui.

Kerkent ha m’oue badezet Jezus, e savas euz an dour hag ec’h en em lakeas da bedi. Neuze an envou a zigoras dirazhan hag e velas ar Spered-Santel o tisken dindan furm eur goulm hag o chom vernhan. Eur vouez a deuas euz ab ebv hag a lavare : « C’houi eo va Mab muiacaret ; ennhoc’h em eus lakeat ca flijadur. »

Jesus a ioa eat en he dregont vloaz.

Distrei a reas dioc’htu euz ar Jourden, carget gant ar Spered, hag e oue casset ganthan en eul leac’h gouez evit beza tentet gant an diaoul. Eno e veve gant al loened, ha ne zrebas netra epad daou-ugent devaz ha daou-ugent nozvez. A-benn an amzer-ze hen doa naon. Neuze an tenter a dosteas ; ne c’houie ket Jezus a ioa