Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL LODEN
————
Jezus-Christ a brezeg an Aviel
————
KENTA RANN
————

Azaleg prezegennou Iann Vadezour, en discar-amzer, beteg ar c'henta gouel Pask, en nevez-amzer.

————
KENTA PENNAD
S. Iann Vadezour e leac’hiou distro ar Judee ha var ribl ar Jourden (S. Vaze, III, 1-12 ; S. Marc, I, 1-8 ; S. Lucas, III, 1-18).


Penn kenta Aviel Jesus-Christ, Mab Doue


Er pemzegvet blavez ma rene Tiber-Cesar, pa c’houarne Pons-Pilat ar Judee, Herodes ar Galilee, Philipp, he vreur, an Ituree ha bro Traconit, ha Lysias an Abylên, dindan prinsed ar veleien Annas ha Caïphas, comz Doue a ziskennas var Iann, mab da Zacharias, e leac’hiou distro ar Judee. Dont a reas e holl bro ar Jourden hag e prezege badiziant ar binijen evit pardon ar pec’hejou. Ar vadiziant-se n’oa het eur zacramant, mes eul lid : ouz he heul, an dud a anzave ez oan pec’herien hag o doa ezom da