Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

veza goalc’het gant Doue deuz ho fec’hejou. [1]

Iann hen doa eur viskamant bleo canval hag eur gouriz ler en dro d’he ziou-groazel. He vevans a ioa killeien-raden ha mel ar c’hoajou.

Hag e lavare : « Grit pinijen, rag rouantelez an env a zo tost. » Rouantelez an env eo rouantelez Jesus-Christ, an Iliz er bed-man hag ar baradoz er bed all.

Tud Jerusalem, ar Judee ha divar dro ar Jourden a deue e foul d’he gaout, hag en eur anzao ho fec’hejou, e vezent badezet ganthan e ster ar Jourden.

Iann eo an hini a gomz anezhan ar prophet Isaias, pa lavar : « Setu e cassan va eal dirag da fas, o Christ, evit renka an hent dirazot. Hen eo mouez an hini a iou el leac’hiou distro : renkit hent an Aotrou, lakit eün he venodennou. Peb traonien a vezo leunet ; peb menez ha peb torgen a vezo izeleat ; an hentchou camm a vezo eünet ; ar re digompez a vezo plènet ; an dud a zavo deuz goueled ar fallagriez ; an ourgouill a vezo discaret ; hent didroidel ar virionez a vezo heuliet ; ha peb hini a velo ar zilvidigez a deu euz Doue. »

En amzer-ze ar Jusevien a ioa rannet e daou rumm dud : ar Pharisianed, a heulie piz lidou al lezen, mes a ioa fall ho c’halon ; ar Sadduceaned, a heulie giziou ar baïaned hag o doa collet ar feiz er vuez da zont.

O velet calz Pharisianed ha Sadduceaned o tont d’he vadiziant, Iann a lavaras d’ezho : « Ouenn aëred, piou hen deus desket d’ehoc’h-

  1. Fillion, in Marc, I, 4.