Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 345 —

lavaras d’ezho : « Ma ne velan ket merk an tachou en he zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e plas an tachou ha va dorn en he gostez, me ne gredin ket. »


2 — Jesus a en em ziscuez eiz dez goude d’an ebestel, pa edo Thomas gantho

Eiz dez goude, edo adarre an diskiblien en ti ha Thomas gantho. Jesus a deuas, an oriou clozet, hag en he za en ho zouez, e lavaras d’ezho : « Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Goudeze e lavaras da Dhomas : « Lak’ da viz aze, ha guel va daouarn ; digass da zorn ha lak’ anezhan em c’hostez, ha ne vez ket mui eun den discredic mes eun den a feiz. »

Thomas a respontas hag a lavaras d’ezhan : « Va Aotrou ha va Doue. » Jesus a respontas d’ezhan : « Abalamour ma peus guelet ac’hanon e credes, Thomas ; eürus ar re n’ho deus ket guelet hag ho deus credet. »


————