Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 337 —

d’ezho : pignat a ran abarz nemeur da gaout va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue. »


7 — Jann Chusa (S. Lucas, 10) hag eur vanden all a verc’hed a zigouez er bez (S. Lucas, 1-8.)

Ar merc’hed ho doa prenet louzou-c’houez vad d’ar guener da noz a deuas d’ar bez mintin mad, da zeiz kenta ar zizun, en eur zougen al louzou ho doa pourchasset. En hent e cavjont Mari Cleophas ha Salome, an diou ne lavarjont ger da zen, abalamour d’ar spont, hag a zistroaz gantho d’ar bez [1]. Caout a rejont ar mean ruillet dioc’h ar bez, hag o veza eat ebarz ne gavjont ket corf an Aotrou Jesus. Ho spered a ioa mantret gant an dra-ze. Ha setu daou zen en ho za dirazho gant eur viskamant skedus. Evel ma ouent spontet ha ma talc’hent ho daoulagad pleget varzu an douar, an elez a lavaras dezho : « Perag e claskit-hu an hini a zo beo etouez ar re varo ? N’ema ket aman, mes ressuscitet eo. Bezit sonj penaoz hen deus comzet d’ehoc’h pa edo c’hoaz er Galilee ha pa lavare : « Red eo e ve lakeat Mab an den etre daouarn ar bec’herien, e ve staget ouz ar groaz hag e savfe beo d’an trede deiz. » Hag e teuas sonj d’ezho deuz comzou Jesus.


8 — Jesus a en em ziscuez d’ar merc’hed santel
(S. Vaze, 8-10)

Mont a rejont dioc’htu euz ar bez gant eur

  1. Fouard. Vie de Jésus-Christ.