Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 338 —

spont hag eul levenez vras, hag e redent da gass ar c’helou d’an diskiblien.

Ha setu Jesus o tont dirazho en eur lavaret : « Salud d’ehoc’h ! » Hi a dosteas, a vriatas he dreid hag hen adoras. Neuze Jesus a lavaras d’ezho : « N’ho pezet ket aon. It, lavarit d’am breudeur mont d’ar Galilee : eno e velint ac’hanon. »


9 — Discredoni an diskiblien
(S. Marc, 9-11 ; S. Lucas, 9-11 ; S. Iann, 18)

Jesus ressuscitet dioc’h ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, a en em ziscuezas da genta da Vari-Madalen. Euz hounnez hen doa casset seiz drouc-spered. Mari a ieas da gass ar c’helou d’an diskiblien a ioa bet gant Jesus hag a lenve glac’haret holl. Lavaret a reas d’ezho : « Guelet em eus an Aotrou ha setu ar pez hen deus lavaret d’in. »

Mes an diskiblien, pa glevjont e veve hag oa bet guelet ganthi, ne gredjont ket.

Pa zistroas ar merc’hed euz ar bez e lavarjont d’an unneg ha d’an holl diskiblien all an holl draou a ioa c’hoarvezet.

Edo eta Mari-Madalen, ha Jann, ha Mari, mamm Jakes, hag ar merc’hed all deuz ho c’hompagnunez o lavaret an traou-ze d’an ebestel.

Mes kemeret a rejont ho c’homzou evit sorc’hennou, ha ne gredjont ket.