zae venn. Chomm a rejont sebezet. An eal a lavaras d’ezho : « N’ho pezet ket aon. Gouzout a ran e claskit Jesus a Nazareth a zo bet staget ouz ar groaz. N’ema ket aman, rag savet eo, evel m’hen deus lavaret. Deuit ha guelit e peleac’h eo bet lakeat an Aotrou. It buhan da lavaret d’he ziskiblien ha da Ber ez eo ressuscitet hag ez a en ho raog d’ar Galilee. Eno e velot anezhan ken etrezhoc’h holl diskiblien, [1] evel m’hen deus lavaret. Setu e tisclerian d’ehoc’h a ziaraog. »
Mont a rejont er meaz euz ar bez hag e kemerjont an teac’h, rag crena ’ reant gant ar spont a ioa croget ennho. Ne lavarjont netra da zen ebed abalamour d’ar spont.
(S. Iann, 3-10.)
Per hag an diskibl all a ieas eta en hent hag a deuas d’ar bez. Ho daou e redent assamblez, mes an diskibl all a redas buhanoc’h eged Per hag a en em gavas da genta er bez. Plega ’ reas hag e velas al lienennou var c’horre an douar, mes ne d-eas ket ebarz. Simon-Per a en em gavas ive var he lerc’h, a ieas er bez hag a velas al lienennou var c’horre an douar hag al lienen a ioa bet var he benn disparti dioutho, rollet ha lakeat a gostez. Neuze an diskibl all, digouezet da genta er bez, a ieas ive ebarz : hag e velas, hag e credas oa bet lamet ar c’horf, evel ma lavare Mari-Ma-
- ↑ Fillion, in Mat. XXVIII, 10.