Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 334 —

E nozvez ar Sabbat, mintin mad, pa darze deiz kenta ar zizun, e teujont euz Bethanii da velet ar bez, hag ec’h errujont da zao-heol. Hag e lavarent an eil d’eben : « Piou a ruillo ar mean euz dor ar bez ? » Mes o sellet, e veljont ar mean ruillet : bras oa meurbed.


2 — Ar resurrection
(S. Vaze, 2-4.)

Eur c’hren-douar bras a ioa c’hoarvezet. Rag eal an Aotrou a ziskennas euz an env, hag o tont da gaout ar mean, e ruillas anezhan hag ec’h azeze varnhan. He vizach a ioa evel eul luc’heden hag he viskamant evel an erc’h. Ar goardou a oue strafillet gant ar spont a rea, hag a jomas evel maro.


3 — Mari-Madalen a red da gaout Per
(S. Iann, 1-2.)

Pa velas ar mean taolet dioc’h ar bez, Mari-Madalen a redas hag a deuas da gaout Simon-Per hag an diskibl, Iann, a ioa caret gant Jesus, hag e lavaras d’ezho : « Lamet ho deus an Aotrou euz ar bez, ha ne c’houzomp ket e peleac’h ho deus he lakeat. »


4 — Etretant Mari Cleophas ha Salome a ia d’ar bez
(S. Vaze, 5-7 ; S, Marc, 5-8.)

O vont er bez, ar merc’hed all a velas eun den yaouank azezet en tu deou, guisket gant eur