Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 331 —

outhan hag oa maro dija. Pa glevas gant ar c’hantener, e c’hourc’hemennas rei ar c’horf da Joseph.

Joseph eta, o veza prenet eul lienen, a deuas da lemel corf Jesus. Nicodem, an hini a ioa bet er penn-kenta o caout Jesus epad an noz, a erruas ive en eur zougen var dro cant lur myrr hag aloes mesket assamblez. Kemeret a rejont corf Jesus, hag o veza paket anezhan e lurellou gant louzou a c’houez vad, evel m’ema ar c’hiz sebelia gant ar Jusevien, e c’holojont anezhan penn da benn gant al lienen nevez.

El leac’h m’oa bet staget Jesus ouz ar groaz ez oa eul liorz. El liorz-se, Joseph hen doa eur bez nevez, cleuzet ganthan er garreg, el leac’h n’oa bet morse lakeat den ebed. Eno e lakejont Jesus, abalamour ar bez a ioa tost, m’edo ar guener ha ma c’houlaoue Sabbat ar Jusevien gant ar stered kenta. Deiz an ehan a bade azaleg cuz-heol ar guener beteg cuz-heol ar zadorn. Eur mean bras a oue ruillet e dor ar bez, hag ez ejot kuit.

Hogen, Mari-Madalen ha Mari Cleophas a ioa eno azezet dirag ar bez o sellet e peleac’h oa lakeat ar c’horf. Merc’hed all, deut gant Jesus euz ar Galilee, a heulias Joseph Arimathii hag a velas ar bez ha penaoz oa bet lakeat ar c’horf. Pourchass a rejont, en eur zistrei, louzou c’houez vad ha balzam. D’ar Sabbat ec’h ehanjont hervez al lezen.

En devez varlerc’h, antronoz ar guener, prinsed ar veleien hag ar Pharisianed a ieas assamblez da gaout Pilat hag a lavaras d’ezhan : « Aotrou, deut ez eus sonj d’eomp hen