Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 323 —

tennjont ar zort varnho evit gouzout petra ’ gemerje peb hini. Kemeret a rejont ive he zae, hag evel ma ’z oa eb gri ha deuz eur memez guiaden azaleg an neac’h beteg an traon, e lavarjont an eil d’egile : « Na rogomp ket anezhi, mes tennomp ar zort varnhi evit gouzout da biou e vezo. » Evelse e oue sevenet ar c’homzou-man deuz ar Scritur : « Rannet ho deus va dillad etrezho, ha tennet ar zort var va zae. »

Setu ar pez a reas ar zoudarded. Goudeze ec’h azezjont evit diouall Jesus.

Hogen, Pilat hen doa great eur scritel ha lakeat anezhan var ar groaz. Scrivet oa varnhan : Jesus a Nazarath, roue ar Jusevien. Calz Jusevien a lennas ar scritel-ze, rag al leac’h m’oa staget Jesus ouz ar groaz a ioa tost da gear, hag an oll a c’helle he gompren : scrivet oa en hebre, e gregach hag e latin. Beleien-vras ar Jusevien a lavare eta da Bilat ; « Arabat scriva : roue ar Jusevien, mes hen deus lavaret he-unan : me eo roue ar Jusevien. » Pilat a respontas : « Ar pez am eus scrivet, am eus scrivet. »


3 — Goaperez ar Jusevien. Al laer deou

Ar bobl a jome en he za hag a zelle.

An dremenidi a voall-gomze en he eneb hag a lavare en eur heja ho fenn : « Bah ! te a ziscar templ Doue hag her sao a nevez e tri devez, en em zalv ta da unan ! Ma ’z out Mab Doue, disken ta euz ar groaz ! »

En hevelep doare, prinsed ar veleien, gant