Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 322 —

Eno e stagjont anezhan ouz ar groaz. Daou laër a oue staget ganthan ouz ho c’hroaziou, unan a zeou hag eun all a gleiz, ha Jesus etrezho. Evelse e teuas da vir ar c’homzou-man deuz ar Scritur : « Lakeat eo bet etouez an dorfetourien. »


Edo an trede heur oc’h echui, hag hervez S. Iann, ar c’huec’hvet o vont da goumans. Ar Jusevien a ranne an deiz e peder loden a deir heur. Edo var dro creiz deiz.

Hogen, Jesus a lavare : « Tad, pardonit d’ezho, rag ne c’houezont ket petra ’ reont. » Pa ho doa staget Jesus ouz ar groaz, ar zoudarded a rannas he zillad. Ober a rejont peder loden anezho, unan da beb soudard, hag e