Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
SEIZVET PENNAD
Maro Jesus-Christ
(S. Vaze, XXVII, 31-50 ; S. Marc, XV, 20-37 ; S. Lucas, XXIII, 26-46 ; S. Iann, XIX, 16-30.)
————
1 — Hent ar groaz
Ar zoudarded, goude ho goaperez, a dennas da Jesus he vantel moug, a viskas d’ezhan he zillad hag hel lakeas er meaz euz al lez-varn.
Ar Jusevien her c’hemeras hag her c’hassas evit ma vije staget ouz ar groaz gant ar zoudarded. Jesus a ieas en eur zougen he groaz etrezeg al leac’h a zo hanvet Calvar, hag en hebre, Golgotha, pe leac’h ar Penn. Er meaz edo deuz kear, c’huec’h pe zeiz cant metr dioc’h al lez-varn.