Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/322

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 306 —

Jesus a respontas d’ezhan : « Comzet em eus d’ar bed dirag an holl ; ato em eus kelennet er synagog hag en templ, el leac’h ma c’h-en em zestum an holl Jusevien, ha morse n’em eus lavaret netra e cuz. Perag e rit goulennou ouzin ? Goulennit ouz ar re ho deus clevet ar pez em eus lavaret d’ezho : gouzout a reont ar pez em eus lavaret. »

P’han doa lavaret an dra-ze, unan deuz ar jervicherien a ioa eno a roas eur javedad da Jesus en eur lavaret : « Hag evelse e respontes d’ar beleg-bras ? » Jesus a lavaras d’ezhan : « M’am eus comzet fall, discuez e ran fall ; mes, m’am eus lavaret mad, perag e scoes ganen ? »

Neuze Annas a gassas anezhan liammet da gaout ar beleg-bras Caïphas.


2 — Jesus dirag Caiphas. Kenta barnedigez
(S. Vaze, 57, 59-68 ; S. Marc, 53, 55-65 ; S. Lucas, 63-65.)

En dro da Gaïphas oa en em zestumet an holl veleien, doctored ha pennou bras ar bobl. Prinsed ar veleien hag ar c’honseil a bez a glaske eur fals testeni a eneb Jesus evit he lakaat d’ar maro, ha ne gavent ket. Meur a hini a zouge fals testeni en he eneb, mes ho zesteniou na en em gavent ket henvel.

D’ar fin goulzgoude e teuas daou dest faos da rei evelhen testeni en he eneb : « Jesus hen deus lavaret : me a c’hell discar templ Doue, hag he zevel a nevez a benn tri devez. » —