Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMPET PENNAD
Jesus e ti Annas ha Caïphas (S. Vaze, XXVI, 57-75 ; XXVII, 1-10 ; S. Marc, XIV, 53-72 ; XV, 1 ; S. Lucas, XXII, 54-71 ; XXIII, 1 ; S. Iann, XVIII, 12-27.)
————


1 — Jesus dirag Annas (S. Iann, 12-14 ; 19-24)

Ar vanden zoudarded eta, an offiser ha servichourien ar Jusevien a gemeras Jesus hag hel liammas. Cass a rejont anezhan da gaout Annas da genta. Hennez a ioa tad-caër da Gaïphas, beleg-bras er blavez-se. Caiphas oa an hini hen doa roet an ali-man d’ar Jusevien : « Talvoudus eo e varfe eun den evit ar bobl. »

Ar beleg-bras a reas goulennou ouz Jesus divarbenn he ziskiblien hag he gelennadurez.