Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 288 —

ennhan. An hini ne gar ket ac’hanon, evel ne ra ket ar bed, ne vir ket va c’homzou ; hag ar c’homzou ho peus clevet, n’int ket va c’homzou, mes re an Tad hen deus va c’hasset. Setu perag ne deuimp ket da jom er bed. Me am eus lavaret d’ehoc’h an dra-man epad ma choman ganeoc’h. Mes ar Frealzer, ar Spered-Santel, hag a vezo casset gant va Zad em hano, hennez a zesko d’ehoc’h peb tra hag a zigasso da zonj d’ehoc’h deuz kement am bezo lavaret d’ehoc’h.

» Me a lez ganeoc’h ar peoc’h, me a ro d’ehoc’h va feoc’h ; me a ro anezhan n’e ket evel ma ro ar bed. Ra ne vezo ket ho calon trubuillet na spontet. Clevet ho peus em eus lavaret d’ehoc’h : mont a ran hag e teuan davedhoc’h. Ma carjec’h ac’hanon, e vijec’h laouen abalamour ma ’z an da gaout an Tad, rag an Tad a zo brassoc’h egedon, evit comz er vech-man hervez va natur den. [1] Lavaret em eus breman an dra-ze d’ehoc’h araog ma tigouezo, evit ma credot, pa vezo digouezet.

» Ne gomzin ket mui calz ganehoc’h, rag setu o tont prins ar bed-man, Satan hag he vevelien, ha n’eus netra ennon hag a ve d’ezhan. Mes, evit ma c’houezo ar bed e caran va Zad, e ran hervez an urz am eus bet digant va Zad.

» Savit, deomp ac’han. »

Ha goude beza lavaret an hymn, ez eas d’ar menez Olived, evel m’oa boazet. He ziskiblien a heulias anezhan.


————
  1. S, Aug. ap. Fillion, in Jo. XIV, 38.