Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 287 —

lamour ma ’z an da gaout an Tad. Kement a c’houlennot digant an Tad em hano a rin, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab : ober a rin ive ar pez a c’houlennot diganen em hano.

» Ma carit ac’hanon, mirit va gourc’hemennou. Neuze e pedin va Zad, hag e roio d’ehoc’h eur Frealzer all evit chom ganehoc’h bepred, ar Spered a virionez ne c’hell ket ar bed receo, abalamour n’her guel ket ha n’hen anavez ket, rag ne zigor he skiant nemet var draou an douar. C’houi avad hen anavezo, abalamour ma chommo ganeoc’h ha ma vezo ennhoc’h.

» N’ho lezin ket emzivaded ; me a deuio davedoc’h o tigass d’ehoc’h ar Spered-Santel a zo ennon evel m’emaon en Tad. [1] Neubeut amzer c’hoaz, hag ar bed n’am guelo mui. Mes c’houi am guelo gant daoulagad ar feiz, abalamour ma vevan ha ma vevot ive deuz buez ar c’hras. En deiz-se, pa deuio ar Spered-Santel, ec’h anavezot emaon em Zad, dre natur, ha c’houi ennon, ha me ennhoc’h dre c’hras. An hini hen deus va gourc’hemennou hag a vir anezho, hennez eo a gar ac’hanon. An hini a gar ac’hanon a vezo caret gant va Zad ; ha me a garo anezhan hag a en em ziscuezo d’ezhan.

Jud, n’e ket an Iscariot, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, penaoz ta e c’hoarvez ma c’h-en em ziscuezot d’eomp-ni ha nann d’ar bed ? »

Jesus a respontas d’ezhan, en eur boueza var ar pez edo o lavaret : « An hini a gar ac’hanon a viro va c’homzou. Neuze va Zad her c’haro, hag e teuimp daved-han hag e vezimp o chom

  1. S. Cyrill, ap Fillion, in Jo. XIV, 18.