Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 265 —

» Clevet a reot comz deuz stourmajou, deuz brud brezelliou ha deuz dispac’h ; na gemerit ket aon. An traou-ze a rank digouezout, mes n’eo ket c’hoaz ar fin.

» Rag guelet e vezo oc’h en em zevel pobl a eneb pobl, rouantelez a eneb rouantelez ; bez’ e vezo cren-douar e leac’hiou, bossen, naonnegez, traou spontus en env ha sinou bras. Mes an traou-ze holl n’int nemet penn-kenta ar reuziou.

» Taolit evez varnhoc’h ; rag, abarz ma tigouezo an holl draou-ze, e vezo croget ennhoc’h evit ho trubuilla : iskinet e viot, casset dirag al leziou-barn hag er prisoniou, scourjezet er synagogou, chachet dirag ar rouaned hag ar gouarnerien, abalamour d’in, evit rei testeni d’ezho, lakeat d’ar maro ha cassaet gant an holl boblou, abalamour d’am hano. Hogen, lakit an dra-man en ho calon ; pa viot lakeat etre ho daouarn, ne sonjit ket araog petra da lavaret na penaoz respont. C’houi a lavaro ar pez a vezo lakeat en ho spered d’an heur memez ; rag me a roio d’ehoc’h comzou ha furnez ne c’hello ket hoc’h holl enebourien herzel outho na dislavaret anezho. N’e ket c’houi a gomzo, mes ar Spered-Santel.

» Neuze calz a gouezo en droug, a en em verzo hag a en em gassaio an eil egile. Guerzet e viot gant ho tad hag ho mamm, gant ho preudeur, gant ho kerent ha gant ho mignoned ; hag e lakeint lod ac’hanoc’h d’ar maro. Ar vugale a en em zavo a eneb ho zud, hag e lakeint anezho d’ar maro. Cassaet e viot gant an holl, abalamour d’am hano. Mes ne d-ei ket eur vle-