Pa ’z ea Jesus er meaz deuz an templ,
d’ar meurz Santel, he ziskiblien a gomze divarbenn
ar benerez vad hag an traou roet e prof a
gaëree anezhan. Tostaat a rejont evit discuez
d’ezhan ar mogeriou : « Mestr, eme unan anezho,
sellit, pebez mein ha pebez mogeriou ! »
Jesus a respontas d’ezho ; « Guelet a rit an holl draou bras a zo savet aze ? E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, dont a rei deveziou ma ne vezo ket lezet ennho eur mean var eur mean, eb beza discaret. »
Pa en em gavas Jesus var ar menez Olived, ec’h azezas dirag an templ. He ziskiblien Per, Jakes, Iann hag Andre a dosteas outhan hag a c’houlennas, eb test ebed : « Mestr, emezho, lavarit d’eomp pe vare e tigouezo an traou-ze. Pe seurt sin a verko an heur ma coumansint beza peur-c’hreat, ho tonedigez ha fin ar bed ? »
Jesus a respontas d’ezho : « Taolit evez ne vec’h touellet. Calz a deuio gant va hano hag a lavaro : « Me eo ar C’hrist, deut eo an amzer ; » hag e touellint meur a hini. Na heuillit ket anezho.