Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/27

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



C'HUEC'HVET PENNAD
Joseph, sclerijennet gant eun eal, a gemer Mari da

bried. — Ouenn Jesus-Christ (S. Vaze, I, 18-25 ;

id., I, 1-17 ; S. Lucas, III, 23/38).
————


Ginivelez Jesus-Christ a zigouezas en doare-man.

Mari, he Vamm, a ioa dimezet da Joseph. Beza ma n'ho doa ket bevet evel priejou, e veljot e touge Mari dre ar Spered-Santel. Joseph, he fried, o veza m'oa just ha ne felle ket d'ezhan he discuill, a lakeas en he benn cass kuit anezhi dre guz.

Hogen, epad ma ruille ar zonjou-ze, setu eal Doue a en em ziscuezas d'ezhan en eun uvre hag a lavaras : « Joseph, mab David, n'as pez ket aon o kemeret Mari da bried ; rag ar pez a zo furmet ennhi a deu euz ar Spered-Santel. Genel a reio eur mab hag e c'halvi anezhan deuz an hano a Jesus, Salver, rag hen a zalvo he bobl deuz he bec'hejou.

An holl draou-man a zigouezas evit ma teuje da vir ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre vouez ar prophet : « Setu ar Verc'hez a goncevo hag a c'hano eur mab, hag e vezo hanvet Emmanuel, da lavaret eo, Doue-ganeomp. »

Pa zihunas Joseph, e reas ar pez a ioa gourc'hemennet d'ezhan gant eal an Aotrou hag e kemeras he bried. Mes miret a rea ganthi ar burete. Goudeze, pa c'hanas Mari he mab penn-her, e roas d'ezhan an hano a Jesus.