Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

» Savet hen deus evidomp eur zalver galloudus e ti David, he jervicher.

» Setu ar pez hen doa lavaret dre c’hinou propheted santel ar c’hanvejou tremenet : e saveteje ac’hanomp deuz hon enebourien ha deuz dorn kement hini a gassaa ac’hanomp ; e raje trugarez e kenver hon tadou ; e talc’hje sonj deuz he unaniez santel ha d’al le touet d’hon tad Abraham ; e roje d’eomp ar c’hras, goude ma vijemp tennet euz a zaouarn hon enebourien, da jervicha anezhan eb encrez ha da veva dindan he zaoulagad er zantelez hag er justis, beteg fin hon deveziou.

» Evidot-te, bugel, te a vezo galvet prophet an Hini a zo dreist peb tra, rag te a gerzo dirag fas an Aotrou evit reiza he henchou ha rei d’he bobl skiant ar zilvidigez evit m’han dezo ar pardon deuz he bec’hejou.

Abalamour da galon hon Doue trugarezus, ez eo deut d’hor bizita an Hini a zav deuz an huel evit sclerijenna ar re a zo azezet e tenvalijen hag e skeud ar maro ha blenia hon treid e hent ar peoc’h. »

Goulzgoude ar bugel a greske hag a grenvee hervez ar Spered, hag e chome el leac’hiou distro, beteg an deiz ma tlie en em ziscuez da bobl Israel.


————