Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 251 —

d’an eured an dud a ioa pedet, mes ne felle ket d’ezho dont. Servicherien all a gassas adarre en eur lavaret : « Lavarit d’an dud a zo pedet : setu em eus aozet va lein ; va c’holeou hag ar chatal lard a zo lazet ; peb tra a zo pourchasset : deuit d’an eured. » Mes ne rejont van ebed, hag ez ajont, unan d’he verouri, eun all d’he gemverz. Ar re all a grogas en he jervicherien, ho goloas a zismegans hag ho lakeas d’ar maro.

Pa glevaz ar c’helou-ze, ar roue, droug ennhan, a gassas he zoudarded, a lazas ar vuntrerien-ze hag a zevas ho c’hear. Neuze e lavaras d’he jervicherien : « Ar banked a zo pourchasset, mes ar re a ioa pedet n’oant ket din da zont. It eta e penn an henchou ha pedit d’an eured kement hini a gavot. » He jervicherien a ieas var an henchou hag a zestumas kement hini a gavjont, mad ha fall : sal an eured a oue carget a leinerien.

Ar roue a ieas ennhi da velet an dud a ioa ouz taol, hag e velas eno eun den ha n’oa ket guisket gant ar zae eured roet d’ezhan gant ar roue, hervez giz ar zao-heol. Hag e lavaras d’ezhan : « Mignon, penaoz out deut ama, eb ar zae eured ? » An den-ze ne lavaras netra. Neuze ar roue a lavaras d’he jervicherien : « Liammit d’ezhan he dreid hag he zaouarn ha taolit anezhan e tenvelijen an dianveaz : eno e vezo lenv ha scrign dent.

» Rag calz a zo galvet, neubeut a zo dibabet. »

An holl Jusevien a zo galvet gant Doue da vont en he rouantelez ; mes neubeut a zilaou he c’halv hag a zo kemeret ennhi. Neuze Doue a gass an ebestel da glask ar baianed ; calz ive