Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 250 —

gass d’ar fin he Vab unic da gaout he bobl, hag ez eo taolet er meaz euz ar synagogou ha bremaïc e vezo lakeat d’ar maro. Neuze pobl Israel a vezo discaret, hag eur bobl nevez, great deuz holl ouenn an dud, a gemero he blas. « Doue ra viro ! » eme ar Jusevien. Jesus o sellet outho a lavaras : « Ha n’ho peus ket lennet an dra-man er Scritur : « Ar mean a zo bet distaolet gant an dud a zave an ti, Mab an den distaolet gant ar Jusevien, a zo deut da veza ar mean-corn. [1] An dra-ze eo labour an Aotrou, hag ez eo burzudus dirag hon daoulagad. » Setu perag e lavaran d’ehoc’h : rouantelez Doue a vezo lamet diganehoc’h hag a vezo roet da eur bobl a rei dezhi dougen he frouez. Hag an neb a gouezo var ar mean-ze a vezo brevet, hag an neb ma couezo varnhan a vezo flastret. »

Pa glevas prinsed ar veleien, ar Pharisianed hag an doctored he barabolennou, ec’h anavezjont e comze divar ho fenn. Clask a reant d’an heur-ze lakaat ho daouarn varnhan, mes aon ho doa rag ar bobl, abalamour ma kemere anezhan evit eur prophet. O veza lezet anezhan, ez ajont kuit.


3 — Parabolen ar banked eured

Jesus a brezegas adarre e parabolennou hag a lavaras : « Rouantelez an env a zo henvel ouz eur roue hag a reas eur banked evit eured he vab. Cass a reas he jervicherien evit gervel

  1. Cf. S. Paul, ad. Eph. II, 19-22.