Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —

C’huec’h devez araog Pask, Jesus a zigouezas e Bethanii, el leac’h m’oa bet maro Lazar, an hini a oue digasset e buez gant Jesus. Great e oue d’ezhan eur pred eno, e ti Simon al lor. Martha a jerviche, ha Lazar a ioa unan deuz ar re a zrebe ganthan.

Pa edo dem-c’hourvezet ouz taol hervez giz ar vro, Mari a gemeras, en eur pod mean-glan, eul lur louzou c’houez vad great gant lavan pur ha talvoudus, hag o veza torret ar pod, e scuillas anezhan var benn Jesus. Scuill a reas ive var he dreid, hag e sec’has anezho gant he bleo. An ti a oue carget gant c’houez vad al louzou.

O velet an dra-ze, lod deuz an diskiblien a ieas droug ennho hag a lavare : « Perag coll evelse louzou c’houez vad ? Gellet e vije guerza anezhan ker, ouspenn tri-c’hant diner, var dro tri-c’hant lur, ha rei ar priz d’ar beorien. » Hag e c’hrosmolent a eneb Mari.

Judas Iscariot, unan deuz diskiblien Jesus, an hini a dlie beza treitour, a lavaras eta : « Perag al louzou-ze n’eo ket bet guerzet tri-c’hant diner ha roet ar priz d’ar beorien ? » Lavaret a reas an dra-ze, n’eo ket ma soursie gant ar beorien, mes abalamour m’oa laër : hen a vire ar yalc’h hag a zouge ar pez a veze lakeat ebarz.

Jesus, o c’houzout an holl draou-ze, a lavaras : « Perag hega ar vaouez-se ? Lezit anezhi : eun dra vad he deus great em c’henver. Ato ho pezo peorien ganehoc’h, ha pa c’hoanteot, e c’hellot ober vad d’ezho ; me avad n’ho pezo ket ato. Ar pez he deus gellet he deus great. O