Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 237 —

scuill al louzou c’houez vad-se var va c’horf he deus balzamet anezhan a ziaraog, a-benn ma vezo sebeliet. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, e peb leac’h ma vezo prezeget an aviel-man er bed holl, e vezo lavaret ar pez he deus great hag e vezo meulet. »

Calz etouez ar Jusevien a c’houezas edo Jesus eno hag a deuas, n’e ket evit Jesus ebken, mes ive evit guelet Lazar, an hini a zigassas e buez a douez ar re varo. Prinsed ar veleien a zonjas ive lakaat Lazar d’ar maro, rag abalamour d’ezhan calz a deue a douez ar Jusevien hag a grede e Jesus.


————