Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 234 —

ret : « Ne fell ket d’eomp e renfe hennez varnomp. »

» Distrei a reas goude beza bet ar rouantelez, hag e roas urz da c’hervel ar jervicherien ho doa bet arc’hant diganthan, evit gouzout pegement hen doa gounezet peb hini. Ar c’henta a deuas hag a lavaras : « Aotrou, ho min hen deus gounezet deg min. » Ar roue a lavaras d’ezhan : « Evit ar guella, servicher mad ; abalamour ma ’z out bet feal e neubeut a dra, e pezo galloud var deg kear. » Eun all a deuas hag a lavaras : « Aotrou, ho min hen deus gounezet pemp min. » Ar roue a lavaras d’ezhan : « Ha te, bez lakeat var pemp kear. » Eun all a deuas hag a lavaras : « Aotrou, setu aman ho min am oa paket en eul lienen. Rag aon am eus bet razhoc’h abalamour ma ’z oc’h eun den garo : kemerit a rit ar pez n’oc’h eus ket roet da zerc’hel ; eosti a rit ar pez n’oc’h eus ket hadet. » Ar roue a lavaras d’ezhan : « Me da varn var da gomzou, servicher fall. Gouzout a reas ez oun eun den garo, a gemer ar pez n’em eus ket roet da zerc’hel, a eost ar pez n’em eus ket hadet. Perag ta n’e peus ket roet va arc’hant d’ar bank, evit ma c’helljen, d’am distro, he denna er meaz gant gounidegez ? » Hag e lavaras d’ar re a ioa eno : « Tennit diganthan he vin ha roit anezhan d’an hini hen deus deg min. » — « Mes, Aotrou, emezho, deg min hen deus. » — « Me a lavar d’ehoc’h, d’an neb hen deus e vezo roet, hag e founno ; evit an hini n’hen deus ket, memez ar pez hen deus a vezo tennet diganthan. Ha breman, digassit aman va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho