Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —

an env, a lavaras : « Tad, ho trugarekaat a ran d’am beza silaouet. Me ’ c’houie e silaouit ac’hanon ato, mes comzet em eus abalamour d’ar bobl a zo en dro d’in, evit ma credint ho peus casset ac’hanon. » Goude ar c’homzou-ze e lavaras gant eur vouez crenv : « Lazar, deus er meaz ! »

Kerkent an hini a ioa bet maro a deuas er meaz, he dreid hag he zaouarn liammet gant lurellou hag he vizach goloet tro var dro gant eul lienen.

Jesus a lavaras d’ezho : « Diliammit anezhan ha lezit anezhan da vont kuit. »

Calz deuz ar Jusevien, a ioa deut da gaout Mari ha Martha hag ho doa guelet ar pez hen doa great Jesus, a gredas ennhan. Mes lod anezho a ieas da gaout ar Pharisianed hag lavaras d’ezho ar pez hen doa great Jesus.


————