Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 227 —

hag e c’halvas goustadic he c’hoar Mari en eur lavaret : « Ar Mestr a zo aze hag a c’halv ac’hanot. »

Var ar c’helou-ze, Mari a zavas dioc’htu hag a deuas d’he gaout. Rag Jesus n’oa ket deut c’hoaz er geriaden, mes bez’ edo el leac’h m’oa bet Martha ouz he ziambroug. Ar Jusevien a ioa ganthi en ti hag a frealze he c’halon, pa veljont Mari o sevel prim hag o vont kuit, a heulias anezhi en eur lavaret : « Mont a ra d’ar bez da lenva. » Mari eta, pa zigouezas el leac’h m’edo Jesus, a gouezas d’he dreid ouz he velet hag a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ma vijec’h bet aman, va breur ne vije ket maro. » Jesus, pa velas anezhi o lenva hag ar jusevien a ioa ganthi o lenva ive, a scrijas en he ene, a en em drubuillas he-unan hag a lavaras : « E peleac’h ho peus lakeat anezhan ? » — « Aotrou, emezho, deuit ha guelit. »

Ha Jesus a vouelas. Ar Jusevien eta a lavaras : « Guelit pegement her c’harie ! » Lod anezho a lavaras : « Ha ne c’helle ket, p’han deus gellet rei ar sclerijen d’an hini ganet dall, miret ouz he-man da vervel ? »

Jesus, o scrija ennhan he-unan adarre, a deuas d’ar bez. Eur roc’h-toull oa, hag eur mean a ioa lakeat var c’horre. Jesus a lavaras : « Lamit ar mean. » Martha, c’hoar an hini maro, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, c’houez fall a zo ganthan, rag aze ema abaoue pevar devez. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Ha n’em eus ket lavaret d’id e veli gloar Doue, ma credes ? » Lemel a rejont eta ar mean.

Jesus, o veza savet he zaoulagad etrezeg