Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224 —

a zo dreist an holl draou, ha den ne c’hell diframma netra euz dorn va Zad. Me ha va Zad a zo eur memez natur. »

Ar Jusevien a gemeras mein da daoler outhan.

Jesus a respontas d’ezho : « Calz oberou mad am eus great dirag ho taoulagad a berz va Zad : evit pehini deuz an oberou-ze e labezit ac’hanon ? » Ar Jusevien a respontas ; « N’eo ket evit eun ober mad ho labezomp, mes evit ho plasphem hag abalamour, eun den ma ’z oc’h, ec’h en em c’hrit Doue. » Jesus a respontas : « Ha n’eo ket scrivet en ho lezen : « Lavaret em eus, c’houi a zo doueou ? » Mac’h hanv doueou ar re ho deus clevet comz Doue, — hag ar Scritur ne c’hell ket beza lamet, — penaoz e c’hellit-hu lavaret d’an hini a zo bet santelleet ha casset er bed gant an Tad : « Blasphemi a rit, » abalamour m’am eus lavaret : « Me a zo Mab Doue. » Ma ne ran ket oberou va Zad, n’am c’hredit ket. Mes ma ran, ha ne fell ket d’ehoc’h va c’hredi, credit va oberou, evit ma c’h-anavezot ha ma credot ema an Tad ennon, ha me en Tad. »

Ar Jusevien a glaske cregi ennhan, mes mont a reas euz ho daouarn.

Jesus a ieas adarre en tu all d’ar Jourden, el leac’h ma vadeze Iann er penn-kenta, hag e chomas eno. Calz a deuas d’he gaout hag a lavare : « Iann, e guirionez, n’hen deus great burzud ebed ; mes kement hen deus lavaret divarbenn heman a ioa guir. » Ha calz a gredas e Jesus.


————