Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’HUEC’HVET RANN
Azaleg gouel an Dedi beteg an deiz ma oue degemeret Jesus e Jerusalem e creiz ar veuleudi
(Azaleg miz kerzu beteg miz ebrel)
————
KENTA PENNAD
Jesus a ia da Jerusalem evit gouel an Dedi hag en em denn goudeze er Peree en tu all d’ar Jourden. (S. Iann, X, 22-42).
————


Ober a reat e Jerusalem gouel an Dedi, hag edo ar goanv. Jesus a valee en Templ, dindan pondalez Salomon. Ar Jusevien, ar pennou bras, a gelc’has anezhan hag a lavare d’ezhan : « Beteg pe goulz e talc’hot-hu hon ene var var ? Ma ’z oc’h ar C’hrist, lavarit deomp freas. »

Jesus a respontas d’ezho : « Me a gomz ouzhoc’h, ha n’am c’hredit ket. An oberou, ar burzudou a ran e hano va Zad a ro testeni divar va fenn ; mes c’houi ne gredit ket, abalamour n’oc’h ket deuz va denved. Va denved a zilaou va mouez : me ho anavez hag hi am heul. Me a ro d’ezho ar vuez peurbadus ; ne d-eint morse da goll, ha nicun n’ho diframmo euz va dorn. Ar pez hen deus roet d’in va Zad, natur Doue [1],

  1. S. Aug., ap. Fillion, in Jo. X, 29.