{S. Vaze, XX, 1-16).
Rouantelez an env a zo henvel ouz eur penn
tiegez a ieas mintin mad da c’hopra labourerien
evit he viniec. P’han doue great marc’had
gant he labourerien evit eun diner
bemdez, e cassas anezho en he viniec. O veza
eat er meaz var dro an trede heur, nav heur,
e velas re all a jome var ar blassen, dibreder.
Lavaret a reas d’ezho : « It ive, c’houi, d’ar
guiniec, ha me a roio d’ehoc’h ar pez a vezo
just. » Hag ez ajont. Mont a reas adarre var
dro ar c’huec’hvet hag an navet heur, creiz
deiz ha teir heur, hag e reas ar memez tra.
Erfin ez eas var dro an unnegvet heur, pemp heur, hag e cavas re all en ho za hag e lavaras d’ezho : « Perag e chomit-hu aze epad an deiz eb ober netra ? » Hag hi da lavaret d’ezhan : « Abalamour den ebed n’hen deus gopraet ac’hanomp. » Lavaret a reas d’ezho : « It ive, c’houi, d’am guiniec. »
Pa deuas ar pardaez, mestr ar viniec a lavaras da rener he di : « Galv al labourerien ha ro d’ezho ho gopr, en eur vont euz ar re ziveza d’ar re genta. »
Pa deuas ar re a ioa en em gavet var dro an unnegvet heur, ho devoue peb a ziner. Ar re genta a deuas d’ho zro, hag e credent edont o vont da gaout muioc’h, mes n’ho devoue nemet