Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —

peb a ziner. O kemeret anezhan e c’hrosmolent a eneb ar penn-tiegez : « Ar re ziveza, emezho, n’ho deus labouret nemet eun heur, hag e lakit anezho cavatal ganeomp-ni, hon deus douget pouez an deiz hag ar c’hor. » Mes hen a respontas da unan anezho : « Va mignon, ne ran gaou ebed ouzid. Ha n’es poa ket great marc’had evit eun diner ? Kemer ar pez a zo d’id ha kea en da hent : me a fell d’in rei d’an diveza kement ha d’id-de. Ha ne c’hellan-me ket ober ar pez a blij ganen ? Daoust ha da lagad a zo fall, a zo avius, abalamour ma ’z oun-me mad ? »

Evelse ar re ziveza, ar boblou paian, a vezo da genta e rouantelez Doue, hag ar re genta, ar Jusevien, a vezo da ziveza [1]. Rag calz a zo galvet etouez ar Jusevien, mes neubeut a zo choazet, abalamour d’ho discredoni.


————
  1. S. Gregor, ap. Fillion, in Mat., XX, 16.