Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 213 —

ma ’z eas Noe en arc’h : an dour-beuz a deuas hag a zistrujas an holl.

» Evel ma c’hoarvezas e deveziou Loth : dribi ag eva a reat, prena ha guerza, planta ha sevel tiez ; mes d’an deis ma ’z eas Loth euz Sodom e couezas glao tan ha soufr euz an env, hag e tistrujas an holl. Evelse e vezo en deiz ma c’h-en em ziscuezo Mab an den en he c’hloar.

» D’an heur-ze, an hini a vezo var al leur-zoen, hag he arrebeuri en ti, arabat d’ezhan disken evit kerc’hat anezho ; hag an hini a vezo er park, arabat d’ezhan dont var he giz. Bezit sonj deuz maouez Loth. Ne zellit ket var ho lerc’h eveldhi gant keuz da vadou ar bed : mes en em zistagit dioc’h peb tra ha dioc’h ho puez memez evit dont ganen. An neb a glasko savetei he vuez a gollo anezhi ; hag an neb a gollo anezhi he zaveteio. Me a lavar d’ehoc’h, neuze e vezo great an disparti bras etre an dud ; en nozvez-se e vezo daou er memez guele : unan a vezo kemeret hag eun all lezet ; diou vaouez a valo assamblez : unan a vezo kemeret hag eun all lezet ; daou a vezo er park : unan a vezo kemeret hag eun all lezet. »

An diskiblien a zavas ho mouez da lavaret d’ezhan : « E peleac’h, Aotrou, e vezint kemeret ? » Jesus a lavaras d’ezho : « El leac’h ma vezo ar c’horf maro, e giz m’oar boazet da lavaret, eno ec’h en em zestumo an ered hag al laboussed all a breiz, evit caout ho magadurez. El leac’h ma vezo Mab an den, eno ec’h en em zestumo va jervicherien evit caout an eürusted. » [1]


————
  1. F. Luc, in Luc. XVII, 37.