Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARZEGVET PENNAD
Divarbenn liamm ar vriedelez hag ar guerc’hded. Ar barner fall. Ar Pharisian hag ar Publikan. Ar vugale vihan
(S. Vaze, XIX,, 1-15 ; S. Marc, X, 1-16 ; S. Lucas, XVIII, 1-17.)
————


P’han doa echuet ar prezegennou-ze, ez eas kuit eur ar Galilee hag e teuas var harzou ar Judee, en tu all d’ar Jourden, dre ar Peree. Eur foul vras a en em zestumas adarre en dro dezhan hag a heulias anezhan. Hervez m’oa boazet, Jesus a en em lakeas eno da gelen ha da barea anezho.

Pharisianed a dosteas outhan, evit he denti, hag a lavaras d’ezhan : « Hag urz hen deus eur goaz da gass kuit he vaouez, evit peb abeg ? » Jesus a respontas d’ezho : « N’ho peus ket lennet penaoz an hini a reas an den er penn-kenta her greas goaz ha maouez hag a lavaras : « Abalamour da ze, ar goaz a ielo dioc’h he dad hag he vamm hag en em stago ouz he bried, hag e vezint daou en eur c’horf ebken. » Evelse ne vezint ket mui daou, mes eur c’horf ebken. Arabat eta d’an den dispartia ar pez a zo bet unanet gant Doue. »

Lavaret a rejont d’ezhan : « Perag ta Moyses hen deus roet urz da rei eur scrid a zilez ha da gass kuit ar vaouez ? » Lavaret a reas d’ezho : « Abalamour da rustoni ho calon hen deus Moyses roet counje d’ehoc’h da gass kuit ho priejou. Mes er penn-kenta n’edo ket evelse.