Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


UNNEGVET PENNAD
Teir barabolen divarbenn trugarez Doue e kenver ar bec’herien
(S. Lucas, XV, 1-32)
————


1 — Parabolen an danvad dianket

Hogen, publicaned ha pec’herien a dostea outhan evit he zilaou. Ar Pharisianed hag an doctored a c’hrosmole en eur lavaret : « Hennez a zigemer ar bec’herien hag a zreb gantho. »

Neuze e lavaras d’ezho ar barabolen-man : « Piou ac’hanoc’h, cant danvad d’ezhan, ma coll unan anezho, ne zilez ket an naonteg ha pevar ugent all en dezert evit mont varzu an hini a zo collet, beteg ma cavo anezhan ? Ha p’han deus he gavet, e lak anezhan var he ziouscoaz gant laouenedigez, ha distro d’ar gear, e c’halv he vignoned hag he amezeien, hag e lavar d’ezho : « Bezit laouen ganen, rag cavet em eus va danvad a ioa dianket. »

» Evelse, me a lavar d’ehoc’h, e vezo muioc’h a laouenedigez en env var eur pec’her a ra pinijen eged var naonteg ha pevar ugent den just n’ho deus ket ezom a binijen. »


2 — Parabolen an dragm collet

« Pe c’hoaz, piou eo ar vaouez, deg dragm d’ezhi, var dro deg lur, ma coll unan anezho na elum ket ar goulou, na scub ket an ti ha ne glask ket gant evez beteg ma cavo ? Ha p’he deus cavet, e c’halv he mignonezed hag he ame-