Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

zegezed en eur lavaret : « Bezit laouen ganen, rag cavet em eus an dragm am oa collet. »

» Evelse, me lavar d’ehoc’h, e vezo laouenedigez etouez elez Doue var eur pec’her ebken a ra pinijen. »


3 — Parabolen an mab prodig

Jesus a lavaras c’hoaz : « Eun den hen doa daou vab. Ar yaouanka a lavaras d’he dad : « Tad, roit din al loden danvez a zigouez ganen. » Hag an tad a rannas he zanvez etrezho.

Neubeut deveziou goude, ar mab yaouanka, destumet ganthan he oll vadou, a ieas pell a zianveaz bro, hag eno e tispignas he zanvez o ren eur vuez direol. Ha p’han doa foranet he oll vadou, e c’hoarvezas er vro-ze eun naonnegez vras, hag e teuas varnhan dienez. Mont a reas da en em lakaat e servich unan deuz tud ar vro-ze. Heman her c’hassas d’he diegez evit diouall ar perc’hel. C’hoantaat a rea carga he gof gant ar c’hossennou a zrebe ar perc’hel, ha den ne roe d’ezhan.

Neuze e tistroas ennhan he-unan hag e lavaras : « Nag a vevelien e ti va zad hag ho deus bara eleiz, ha me a varv ama gant an naon ! Sevel a rin, mont a rin da gaout va zad ha lavaret a rin d’ezhan : « Tad, pec’het em eus a eneb an env hag en hoc’h eneb ; n’oun ket mui din da veza galvet ho mab : grit ac’hanon evel unan deuz ho mevelien. »

Neuze e savas hag e teuas da gaout he dad

Hogen, pa edo c’hoaz pell, he dad a velas anezhan, ha truezet holl, e tiredas, ec’h en em