Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DEGVET PENNAD
Penaoz e tle beza diskiblien Jesus
(S. Lucas, XIV, 25-35)
————


Varlerc’h ar banked-ze Jesus a ieas en hent. Hogen, eun niver bras a dud a valee ganthan. O veza en em zistroet e lavaras d’ezho : « Ma teu unan bennag davedon ha ne gassaa ket, da lavaret eo, hervez iez ar Scritur, ne gar ket neubeutoc’h egedon he dad, he vamm, he vaouez, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, hag ouspen, memez he vuez, ne c’hell ket beza va diskibl. An hini ne zoug ket he groaz ha ne deu ket var va lerc’h ne c’hell ket beza va diskibl.

» Piou ac’hanoc’h, c’hoant d’ezhan da zevel eun tour, ne azez ket da genta evit counta petra zo red da zispign ha guelet hag hen deus peadra da gass al labour da benn ? Arabat eo, goude m’han dije taolet an diazez eb gellout echui, ec’h en em lakafe kement hini a vel an dra-ze da c’hoarzin d’ezhan en eur lavaret : « An den-ze a zo en em lakeat da zevel ha n’hen deus ket gellet cass da benn. Pe c’hoaz, piou eo ar roue, hag a dle mont da ober brezel da eur roue all, ne azez ket da genta evit guelet hag hen a c’hell, gant deg mil den, bale var an hini a deu d’ezhan gant ugent mil den ? Aliez, epad m’ema pell egile, e cass cannaded evit goulen ar peoc’h.

» Evelse, an hini ac’hanoc’h ne dro ket kein