Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

vezo roet d’ehoc’h ; claskit hag e cavot, skoit hag e vezo digoret d’ehoc’h. Rag an neb a c’houlen a receo ; an neb a glask a gav ; ha d’an neb a sko e vezo digoret. Ma c’houlen unan bennag ac’hanoc’h bara digant he dad, daoust hag e roio d’ezhan eur mean ? Pe eur pesk, daoust hag e roio d’ezhan eun aer e leac’h eur pesk ? Pe ma c’houlen eur vi, daoust hag e roio d’ezhan eur c’hrug ? Ma c’houezit eta, c’houi, evidhoc’h da veza fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en env a roio ar Spered mad d’ar re a c’houlen diganthan. »

Eun deiz ma prezege Jesus, eur Pharisian a bedas anezhan da leina en he di. O veza eat ebarz, e kemeras plas ouz taol. Mes ar Pharisian a en em lakeas da zonjal ha da lavaret ennhan he-unan : « Perag n’eo ket en em voalc’het araog ar pred ? » Hag an Aotrou a lavaras d’ezhan : « C’houi, Pharisianed, a bur breman dianveaz an hanav hag ar plad ; mes ar pez a zo en ho tiabarz a zo leun a laeronsi hag a zislealded. Tud diskiant ! Daoust hag an hini hen deus great an dianveaz n’hen deus ket ive great an diabarz ? Ar galon eta a dle beza pur evel traou an dianveaz. Evelato, grit aluzen deuz ar pez oc’h eus a re, ha peb tra a vezo pur evidoc’h, calz puroc’h eged varlerc’h ho coualc’hidigez. [1]

Mes maleur d’ehoc’h-c’houi, Pharisianed, abalamour ma paeit deog ar ment, ar ru ha peb louzaouen, ha ma lezit a gostez ar justis ha

  1. Dom Calmet, ap., Fillion, in Luc. XI, 41.