Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’HUEC’HVET PENNAD
En eur zistrei d’ar Galilee Jesus a zesk pedi d’he ziskiblien hag a c’hourdrouz ar Pharisianed hag an doctored. (S. Lucas XI, 1-13 ; ibid. 37-54).
————


Eun deiz ma edo Jesus o pedi en eul leac’h bennag, unan deuz he ziskiblien, pa ehanas, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, deskit d’eomp pedi, evel Iann hen deus desket d’he ziskiblien. » Lavaret a reas d’ezho : « Pa bedit, lavarit : Tad, hoc’h hano bezet santelleet : ra deuio ho rouantelez ; roit deomp hirio hor bara pemdeziec ; pardonit d’eomp hor pec’hejou, evel ma pardonomp hon-unan d’an neb hen deus manket en hor c’henver ; ha n’hol lezit ket da goueza e tentation. »

Hag e lavaras d’ezho : « Unan ac’hanoc’h, me laka, hen deus eur mignon, hag ez a d’he gaout e creiz an noz, hag e lavar d’ezhan : « Mignon, ro d’in e prest tri bara, rag eur mignon d’in a deu d’am c’haout divar he hent, ha n’em eus netra da lakaat dirazhan. » Egile a respont euz an diabarz : « Lez ac’hanon e peoc’h ; an or a zo clozet, ha va bugale a zo ganen er guele : ne c’hellan ket sevel ha rei d’id. » Ma kendalc’h ar c’henta da skei, me lavar d’ehoc’h, petra bennag ne zao ket egile da rei d’ezhan abalamour ma ’z eo he vignon, e savo goulzgoude abalamour d’he dregasserez, hag e roio d’ezhan kement hen deus ezom.

Ha me a lavar d’ehoc’h : goulennit hag e