(S. Iann, IX, 1-11)
En eur dremen, Jesus a velas eun den hag
a ioa ganet dall. He ziskiblien a c’houlennas
outhan : « Mestr, piou hen deus pec’het,
heman, pe he gerent, evit ma teuje dall er
bed ? » [1] Jesus a respontas : « N’eo ket hen
nag he gerent ho deus pec’het ; mes ganet
eo dall evit ma vezo discuezet ennhan oberou
Doue. Me a rank ober oberou an hini hen deus
va c’hasset, epad ma ’z eo deiz, epad ma vevan
gant an dud ; an noz a deu, ar maro a dosta,
ha neuze den ne c’hell ober netra. Epad ma
choman er bed, ez oun sclerijen ar bed. »
O veza lavaret an dra-ze, e tufas var an douar, e reas pri gant glaour hag e lakeas ar pri-ze var daoulagad an hini dall, en eur lavaret d’ezhan : « Kea da en em voalc’hi e lenn Siloe, — a zinifi Casset. — » Mont a reas eta, en em voalc’hi a reas hag e tistroas en eur velet.
Setu perag he amezeien hag ar re ho doa he velet araog o c’houlen an aluzen a lavare : « Ha n’eo ket heman an hini a ioa azezet hag a c’houlenne an aluzen ? » Darn a lavare : « Hen eo » ; darn all : « N’eo ket, mes unan henvel
- ↑ Ar Jusevien a grede stank ne veze castizet morse nemet ar bec’herien, pe ho bugale, hag e c’helle eun den pec’hi memez araog he c’hinivelez. Fillion, in Jo IX, 2.