Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

Ar Jusevien a respontas d’ezhan : « Daoust ha ne lavaromp ket mad ez oc’h eur Samaritan hag ez eus eun drouc-spered ennhoc’h ? »

— « N’eus drouc-spered ebed ennon, a lavaras Jesus, mes enori a ran va Zad, ha c’houi am disenor. Goulzgoude ne glaskan ket va gloar ; unan ’ zo evit he c’hlask hag evit barn. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, an hini a zalc’ho d’am c’helennadurez, ne velo morse ar maro, an disparti dioc’h Doue a zo maro an ene. »

« Breman ec’h anavezomp, eme ar Jusevien, ez eus eun drouc-spered ennhoc’h. Abraham a zo maro, hag ar bropheted ive, ha c’houi ’ lavar : an hini a zalc’ho d’am c’helennadurez ne danvo morse ar maro. Ha brassoc’h oc’h-hu eged hon tad Abraham a zo maro, hag ar bropheted a zo maro ive ? Piou a fell d’ehoc’h beza ? »

— « Ma roan gloar d’in va-unan, a respontas Jesus, va gloar n’eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar d’in, hen a lavarit eo ho Toue. Goulzgoude n’ho peus ket he anavezet ; mes me hen anavez, ha ma lavarfen ne ran ket, e ven henvel ouzhoc’h, eur gaouiad. Mes anaout a ran anezhan hag e talc’han he gomz. Abraham ho tad hen deus dridet gant ar c’hoant guelet va deiz : guelet hen deus hag eo bet carget a laouenedigez. »

Ar Jusevien a respontas : « N’ho peus ket c’hoaz anter-cant vloaz, hag ho peus guelet Abraham ! »

Jesus a lavaras d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, araog ma oue great Abraham, me a zo. »