Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

Hi a respontas : « Hon tad eo Abraham. »

— « Ma ’z oc’h bugale Abraham, grit oberou Abraham. Breman e claskit va lakaat d’ar maro, me hag am eus lavaret d’ehoc’h ar virionez am eus clevet gant Doue ; Abraham n’hen deus ket great an dra-ze [1]. C’houi a ra oberou ho tad. »

En taol-man ar Jusevien a gomprenas ez oa hano deuz eur c’hinivelez hervez ar Spered.

« Ni n’omp ket bastarded, emezho ; n’omp ket bugale an idolou ; n’hon deus ken tad nemet Doue. »

— « Ma vije bet Doue ho Tad, a respontas Jesus, ho pije va c’haret a dra zur, rag euz Doue oun savet hag oun deut ; n’eo ket ac’hanon va-unan ez oun deut, mes Doue hen deus va c’hasset. Perag ne anavezit-hu ket va farlant ? Abalamour ne c’hellit ket clevet va c’homzou. C’houi ho peus evit tad an diaoul hag e c’hoantaït ober ioulou ho tad. Hen a ioa muntrer azaleg ar penn kenta, rag hen a zigassas ar maro er bed varlerc’h ar pec’hed, ha n’eo ket chomet er virionez, abalamour n’eus ket a virionez ennhan, p’e guir ne anavez ket e rank douja da Zoue. Pa lavar ar gaou, e lavar he dra, rag gaouiad eo ha tad ar gaou. Ha me, ma lavaran d’ehoc’h ar virionez, n’am c’hredit ket. Piou ac’hanoc’h a brouvo varnon eur pec’hed bennag ? Ma lavaran d’ehoc’h ar virionez, perag n’am c’hredit ket ? An hini ’ zo euz Doue, a zilaou comzou Doue. Setu perag ne zilaouit ket, abalamour n’och ket euz Doue. »

  1. Abraham n’eo ket bet muntrer.