Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —

ran ket d’id beteg seiz guech, mes beteg deg ha tri-ugent seiz guech.

Evelse rouantelez an env a zo henvel ouz eur roue a fellas d’ezhan renka he gounchou gant he jervicherien. Ha pa en em lakeas da renka he gounchou, e oue digasset dirazhan unan a dlie d’ezhan deg mil talant, ouspenn anter-cant million. E giz ma n’hen doa ket peadra da restaol, he vestr a roas urz d’he verza, hen, he c’hreg, he vugale hag he holl zanvez, evit paea he zle. Mes ar servicher-ze, oc’h en em strinka d’he dreid, he bedas en doare-man : « Gortozit ganen ha me ho tigollo penn da benn. » Ar mestr, gant truez ouz he jervicher, hel lezas da vont kuit hag a bardonas d’ezhan he zle.

Hogen, pa ’z eas kuit, ar servicher-ze a gavas unan deuz ar jervicherien all a dlie d’ezhan cant diner, deg lur ha pevar ugent. O veza croget ennhan, her mouge en eur lavaret : « Restaol ar pez a dlees. » An eil servicher a gouezas d’he dreid hag he bedas en doare-man : « Gortoz ganen ha me da zigollo penn da benn. » Mes hen ne falvezas ket ganthan. Mont a reas kuit hag e taolas anezhan er prison, beteg m’han dije paet he zle.

Ar jervicherien all a oue glac’haret bras o velet ar pez a c’hoarveze. Dont a rejont da lavaret d’ho mestr kement a ioa tremenet. He vestr he c’halvas neuze hag a lavaras d’ezhan : « Servicher fallagr, pardonet em eus d’id da holl zle, abalamour ma c’h-eus pedet ac’hanon. Ha ne dlies-te ket caout truez ouz da genvreur