Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

levenez a gemer varnhan eged var an naonteg ha pevar ugent n’int ket eat da goll. Evelse n’ema ket e ioul an Tad a zo en envou ez afe unan da goll deuz ar re vihan-ze.


5 — Distrei an nessa divar an droug

« M’han deus da vreur pec’het en da eneb, kea ha difazi anezhan, da unan ganthan. Ma silaou ac’hanot, e pezo gounezet da vreur ; ma ne zilaou ket ac’hanot, kemer ganez unan pe zaou, evit ma vezo renket peb tra etre daou pe dri dest. Ma ne zilaou ket anezho, lavar d’an Iliz, ha ma ne zilaou ket an Iliz, ra vezo evidot evel eur paian hag eur publican. Rag, ouspenn da Ber, me a ro d’an ebestel all, dindan Per, ar c’halloud da daoler er meaz euz an Ilis pe da zigemeret ennhi. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, kement ho pezo liammet var an douar a vezo liammet en envou, ha kement ho pezo diliammet var an douar a vezo diliammet en envou. Mes ra vezo peoc’h etre va diskiblien : me a lavar d’ehoc’h adarre : ma c’h-en em glev daou ac’hanoc’h var an douar, petra bennag a c’houlennint, e vezo roet d’ezho gant va Zad a zo en envou. Rag el leac’h ma ’z eus daou pe dri destumet em hano, me a zo en ho zouez. »


6 — Pardoni an offansou

Neuze Per a dosteas outhan hag a lavaras : « Aotrou, p’han dezo va breur pec’het em eneb, ped guech e pardonin d’ezhan ? Beteg seiz guech ? » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ne lava-