Goudeze Jesus a ieas dre ar c’heariou har ar
c’heriadennou evit prezeg ha cass kelou mad
rouantelez Doue. Ganthan edo an daouzeg hag
eur vaouez bennag a ioa bet dilivret euz
drouc-sperejou ha clenvejou : Mari, lezhanvet
Madalen, a ioa eat seiz diaoul anezhi ; Jann, maouez
Chusa, rener ti Herodes ; Suzanna ha calz re
all. Ar merc’hed-se a zicoure anezhan deuz ho
madou.
Mont a rejont en eun ti, hag ar foul a en em zestumas adarre, en hevelep doare ma ne c’hellent ket memez dribi bara. Pa glevas he gerent, e teujont evit he gemeret ; lavaret a reant : « Collet hen deus he skiant. » [1]
D’ar mare-ze e tigassjot dirazhan eun den kemeret gant an diaoul hag a ioa dall ha mut. Jesus a bareas anezhan hag a gassas kuit an diaoul, en hevelep doare ma parlante ha ma vele sclear. An holl a oue estlammet hag a lavare : « Daoust hag heman n’eo ket mab David, ar C’hrist a dle dont euz he ouenn ? »
An doctored a ioa diskennet euz Jerusalem hag ar pharisianed a lavaras o clevet an dra-
- ↑ Lod euz kerent Jesus ne gredent ket ennhan, a lavar S. Iann, VI, 5.