Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

muia. » Jesus a lavaras dezhan : « Barnet mad e peus. »

Goudeze, oc’h en em drei varzu ar vaouez, e lavaras da Zimon : « Guelet a res ar vaouez-se ? Deut oun en da di, ha n’e peus ket heuliet giziou ar vro, n’e peuz ket taolet dour var va zreid ; mes hi he deus goalc’het va zreid gant he daelou hag ho zec’het gant he bleo ; n’e peus ket roet d’in ar pok ; mes hi, abaoue ma ’z eo deut, n’eo ket ehanet da bokat d’am zreid ; n’e peus ket scuillet eol var va fenn ; mes hi he deus scuillet louzou c’houez vad var va zreid. Setu perag me lavar d’id : calz pec’hejou a zo pardonet d’ezhi abalamour m’he deus bet eur garantez vras hag a gresko c’hoaz varlerc’h eun hevelep pardon. An hini a zo pardonet d’ezhan neubeutoc’h a gar neubeutoc’h. » Ha Jesus a lavaras d’ar vaouez-se : « Da bec’hejou a zo pardonet d’id. »

Hag ar re a ioa ouz taol ganthan a en em lakeas da lavaret ennho ho-unan : « Piou heman a bardon memez ar pec’hejou ? » Mes Jesus a lavaras d’ar vaouez : « Da feiz hen deus saveteet ac’hanot, kerz e peoc’h. »


————