Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

» Perag e c’halvit ac’hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ke ar pez a lavaran ? N’eo ket kement hini a lavar d’in : Aotrou, Aotrou, a ielo e rouantelez an envou ; mes an hini a ra ioul va zad a zo en envou. Calz a lavaro d’in en deiz-se, pa rin ar varnedigez : Aotrou, Aotrou, ha n’hon deus ket prophesiet en hoc’h hano, ha casset kuit an diaoulou en hoc’h hano, ha great calz burzudou en hoc’h hano ? Neuze e lavarin d’ezho dirag an holl : morse n’em eus hoc’h anavezet : en em dennit diouzin, artisaned fallagriez. » [1]


9. — Fin ar brezegen

« Kement hini a deu davedon hag a zilaou va c’homzou, hag a ra anezho, me ’ ziscuezo d’ehoc’h ouz piou eo henvel. Henvel eo ouz an den fur a gleuz doun, evit sevel he di, hag a ziazez anezhan var ar garreg. Goudeze ar glao a zo couezet, an doureier a zo dilennet, an avelou ho deus c’houezet, hag int en em daolet var an ti : mes netra n’hen deus gellet he flach ha n’eo ket couezet, rag diazezet oa var ar garreg. Mes an hini a zilaou va c’homzou ha ne ra ket anezho a zo henvel ouz an diskiant hen deus savet he di var an treaz, eb diazez. Ar glao a zo couezet, ar steriou a zo diredet, an avelou ho deus c’houezet, hag int en em daolet var an ti : kerkent eo couezet ha n’eo mui nemet eun dismantr bras. »

  1. Ar re-ze ho dezo bet grassou evit silvidigez ar re all ; mes n’ho dezo ket heuliet lezen Doue evit en em zavetei ho-unan. Doue n’ho anavezo ket evit he re.