Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —



Ar c’hleier zo tavet hag an dud evurus
En o iliz vihan ’zo daoulinet gand fe ;
Peden ha kan d’an Nenv a ginnig dudius
C’houez melus al lore.

Ar bleun ’zo benniget… ar prozesion zantel
A ra tro an iliz dindan ’n ezen dener ;
Pep-hini gant doujans ha karante a zell
Ouz e voked dister.

Hag ar « Gloria, laus » a zav drant d’an Nenvou :
« Gloar, enor, meulodi ra vezo rentet d’it,
« Roue a Israel, Salver an holl boblou,
« Deuet euz gouen David !

« Evel ma tiredas gwechall eur bobl doujus
« Da skuilh, gant karante, bleun war da wenojen,
« Ni ’zeu da ginnig d’it, en giz bleun dudius,
« Hon c’han hag hon feden.

« Mes ar pez a rent i ’vit ar C’hrist a dlee,
« Prest goude, hon zalvi, hon frenan ’n eur dremen,
« Ni hen gra d’ar Zalver, Roue a drugare :
« Ra glevo hon feden ! »

Goude ken kaer peden, tud vraz, bugaligou,
A glev an oferen, drant ’vel sent hag êle ;
Piou zo kiriek d’o joa ?… ’N o c’halon, d’o bleuniou
E laront trugare…

Ha goude an ofis, er gêr gant ar re goz
Gant evez bras e ve lodennet pep bodig,
Er c’hraou, ’us dor an ti, en korn ar gwele kloz
’Ve laket eur brankig.