Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —



Ha gant eur werennig leun a zour benniget,
’Weler goude an tad o vale e barkou ;
Gant ar bodig santel war e vadou karet
E strink gliz an Nenvou…

Pa guitafomp ar bed goude ar vuhe-man,
Pa vo war ar vaz-kaon hon c’horv yen ha maro,
Strinket ’vo warnean ar gliz sakr diwean
Gant bod sul ar Bleunio !

O burzud ! Ar gouel-man en eus treuzet divrall,
Hep koll e goantiri, kantvejou niverus :
Hon bleuniou a vir c’houez ar bleun tôlet gwechall
Dindan treid glan Jezus !