Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Sul ar Bleuniou
————


Ar bed en eus tôlet e vantel a gozni,
Eun oabl glas ha lirzin a lintr ’uz d’ar maeziou,
En draouienn hag er prad, ar waz, ’n eur hiboudi,
A ruilh ’touez ar bleuniou

An heol a zo savet beure mat ha seder,
An evned a richan ’uz d’ar gwenojennou,
’N o zour dantelezet e vrall drant ar c’hleier,
Setu sul ar bleuniou !

Sul ar bleuniou, ger dous, ha devez ar c’haeran,
Gouel leun a goantiri gant Doue dibabet
’Vit bezan ive gouel ar vugale vihan,
Bleun tener a c’hlanded !

Ha da vouez ar c’hleier, eus pep park hag hent don,
Renet gant eur vam vad, e tifluk eun êlig ;
Fichet brao ha seder, e tired d’ar pardon,
Eur bod beuz ’n e zornig

An dudou vras ive a zeu holl gant bleunio,
En koun euz an enor rentet da Vab Doue
Gant tud Jeruzalem, breman daou vil vla zo,
P’Hen klaskent da roue !