Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KENSKRID


————


Genel, beva ha marvel
en hevelep lec’h !


Mouez Meneou Kerne ! An nebeut giriou-ze, kenvroïz ker, na zeblantont ket d’ac’h eur barzoneg ar c’haeran ? Na gasont ket ho spered d’eur vro dizanve tre evidoc’h, eur vro elec’h ma zeblant ar vuegez kerzet skanvoc’h ?

A dra zur, forz pelec’h ho peus c’hoarzet da gentan d’ar vue, en Gwened, en Leon, en Treger, lec’hig ho kavel a chom bepred stag euz ho kalon. Ar garante-ze na harz ket ac’hanoc’h, koulskoude, d’anzav, gant lealded, e vank eun dra bennak d’ac’h evit bezan Breizad rik awalc’h ; ar garante-ze na harz ket ac’hanoc’h d’ober anaoudegez gant eur rann-vro elec’h m’eo dastumet, koulz lavaret, Breiz gant he holl donezonou. Evit laret ber, ar garante-ze a boulz ac’hanoc’h, en eneb, da glask Kerne, rak en Kerne e kaver, war an dro, penn-kaled ar Gwenedour, fe al Leonad ha dizeblanter eun tam faëus an Tregeriad. Ar C’hernevad, daoust d’an droug a zo bet kontet diwar e benn gant tud ha n’o deus gallet biskoaz, hep mar, hen anavezout, an eus anaoudegez vraz en espern, spered peurvuian da werza, ha karante gwirion da ginnig, da vihanan mar ouier kemer anezan en e bleg… Rak arabad, pet sonj, kemer anezan a-dreuz : têr daonet eo ive, ha neb hen gwapa a gav dustu d’ober gant e bar. Mar ve dikriet ar C’hernevad ken aliez, eo abalamour ne zizolo ket d’an holl e galon, e galon aour klenket en eur c’hlaouier dir. Kement-se a zo furnez : ar vignoned vad a zo tano, ha morse n’o dibaber gant evez awalc’h. Ar